Lazhadeg lise Columbine

Lazhadeg lise Columbine zo ul lazhadeg-skol a oa bet d'an 20 a viz Ebrel 1999, e skol eil derez Columbine (Colorado, Stadoù-Unanet Amerika). An daou vuntrer, ar studierien Eric Harris ha Dylan Klebold, o devoa lazhet 12 studier hag ur c'helenner. Dek studier a voe lazhet el levraoueg-skol, hag eno en em lazhas o-unan Harris ha Klebold. 21 den a oa bet gloazet gant an tennoù, hag un eskemm tennoù gant ar polis. Tri den gloazet a oa deuet a-benn da dec'hout. Pa erruas an darvoud e oa d'ar mare-se al lazhadeg washañ en ur skol e Stadoù-Unanet Amerika. An torfed zo deuet da vezañ ur vammenn awen evit meur a zen all, gant lazhadegoù gwashoc'h evit an hini orin dre ar bed. Ar ger "Columbine" zo deuet da vezañ un doare da envel ul lazhadeg skol pa c'hoarvez unan.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search